
Malgached
Madagaskar a zo un enezenn vras, unan deus inizi brasañ an Douar zoken. E-pad pell eo chomet didud koulskoude. Etre 2000 ha 1200 bloavezh a-raok Jesus ‘oa deuet an dud kentañ d’an enezenn da chom. Ha goût a ouzoc’h, ar re-se n’int ket deuet deus an Afrik, nann ! Kalz pelloc’h evit-se !