Diamant, whiski koshañ Breizh

podkastStrilherez ar Menhir a zo brudetoc’h e gwirionez evit ar boeson a vez gwerzhet ar muiañ ganto : o whiski Ed-Du. Tennañ ‘ra hennezh e anv deus an ed a vez implijet evel danvez diazez ar boeson : e plas heiz ez eo ed-du hag a zo lakaet da vont e go, evit produiñ an alkool 40 derez-se. Ha bremañ emañ Strilherez ar Menhir, hag ar familh Lae en he fenn, o paouez lakaat ur whiski nevez da werzhañ. Ar whiski « Diamant » ‘giz eo bet anavezet ‘n eo ket ken nevez-se pa ‘z eo chomet da gousket 15 vloaz en e varrikenn e gwirionez. Ar whiski ar c’hoshañ produet e bro C’hall. Guy Lae ouzh mikro Tunvezh Gloaguen-Grandjean.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.