Disney hag an natur

Disneynature_iceberg_castleNebeutoc’h-nebeutañ a blant hag a loened a gaver en tresadennoù bev, eme deomp ar viologourez arbennik war ar mirerezh Anne-Caroline Prévot. Talvezout a ra ma koll ar vugale o skiant-prenet deus an natur muioc’h-mui, eviti. Kemeret he deus skouer tresadennoù-bev Disney : enne ez a diwar-well buan-tre ar vevliesseurted. Studiet he deus gant he skipailh an amzer kaset gant an haroz.ez.ed en natur, e diavaez ar savadurioù, e egorioù leun a blant hag a loened liesseurt. Kontet he deus ivez ar spesadoù bev-se, en un dastumad a 60 film bet graet etre Erc’h Gwenn hag ar seizh korrig e 1937 ha Raiponce e 2010.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.