Foar vras 1937

podkast

Guy ha Benjamin

Guy Rannou a oa unnek vloaz ar wech kentañ ‘oa-eñ bet e Pariz er bloavezh 1937, asambles gant e vamm-gozh. N’anvee ket e dad neuze ha setu ‘oa bet kaset da Bariz d’ober anaoudegezh gantañ. Lojet o-daou ‘oant bet gant kereñchoù dezho, hag asambles gant ar re-mañ ‘oa bet ‘pourmen un tamm partout e kêr. Nag a draoù nevez-flamm a oa evit Guy ! Ha bet ‘oa bet o welet ar foar vras ivez, an “expo universelle” a oa dalc’het ar bloavezh-se. Ha kalz traoù ‘noa gwelet du-hont avat !

Benjamin Bouard a zo bet oc’h en em gavout asambles gantañ evit dezhañ kontañ ar veaj spontus-mañ !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.