Fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg

podkast

Penmarc’h

Kement langaj a zo tout en deus e fonologiezh, e vuzik ma peus c’hoant. Hini ar brezhoneg a zo disheñvel-mat deus hini ar galleg lakaomp. Met ar muzik-se a zo ‘vont da goll bremañ, ha koulskoude eo ar pouezh-mouezh un dra sañset ha n’haller ket dispartiañ deus al langaj.

Youenn Wloegen, paotr Penmarc’h, a zo ‘vont lâret deomp penaos lakaat an pouezh-mouezh evel zo gleet. Evit ober an dra-se ‘vo kemeret skouer war ar mod vez disklipet ar brezhoneg en e vro, ar Vro Vigoudenn. Hag evit ar gronikenn gentañ emañ-eñ ‘vont da lâret deomp ‘blam da betra n’eo ket mat koll aksant ar brezhoneg, da betra servij an dra-se pa emaomp o kaozeal. Emañ deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Pellgargañ ar gronikenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.