Erru an diskar-amzer ha neuze erru poent da gêr Foen lidañ gouel an avaloù ! A-hed vakañsoù an hollsent e vo tu deoc’h deskiñ a bep seurt traoù diwar-benn an avaloù, deskiñ fardañ sistr ha chug avaloù, mont da bourmen war droad pe war velo evit dizoloiñ bro Foen, kemer perzh en ur genstrivadeg tresañ… hag all ! Emgav gant Lulu Moisan, heñcherez e kêr Foen.
Muioc’h a ditouroù war ville-fouesnant.fr ha tourisme-fouesnant.fr