Gwennyn er skol

© Eric Legret

© Eric Legret

podkastE penn kentañ miz C’hwevrer o deus bet ar chañs bugale skol divyezh Louis Courot, e parrez Ploeur, da eskemm gant ar ganourez Gwennyn diwar benn he micher. Tunvezh Vloegen oa du-se, gant klasad ar vugale CM1 ha CM2, hag eo chomet da selaou peseurt doare he deus bet Gwennyn da lakat ar vugale da vont en diabarzh da ved ar c’hanañ. Leiz a gaoz a zo bet etrezo, kan ha sonerezh a zo bet evel-just, ha b’ar fin he doa degaset Gwennyn peadra da vamañ ar vugale : an dilhad leurenn bet kemenet evit he c’hoñsertoù gant Pascal Jaouen.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.