Halloween !

HalloweenEn abadenn-mañ e vo lakaet ar gaoz gant Glenn ha Lou war Halloween ! Moarvad oc’h eus c’hwi lidet ar gouel oc’h en em dreuzwiskañ hag o stokañ a dor da dor evit tapout madigoù. Ur fest noz a oa aozet e Melgven evit lidañ an darvoud, aozet e oa gant Skol Diwan Tregon ha setu neuze an holl bodet, treuzwisket, o c’hoarziñ, o tañsal, kerent ha bugale o tebriñ madigoù evel just. Glenn a zo aet war an dachenn evit atersiñ ar vugale a oa aze ha Lou he deus dastumet titouroù war Halloween, perak e vez lidet hag eus pelec’h e teu an hengoun-se.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.