Joel ar Floc’h, kizeller e Kerien

podkast

Benjamin Bouard ha Joel ar Floc’h (foto : Dédé Daï)

Deomp da Gerien en-dro hiziv ! Joel ar Floc’h a zo kizeller e Beg ar Roz, e-kichenn bourc’h Kerien. Ugent vloaz ‘zo bremañ eo-eñ krog da skultañ : labourat a ra gant koad, gant maen, gant houarn, gant askorn memes, pe c’hoazh gant houarnachoù ha traoù kozh en deus dastumet un tamm partout. Sevel a ra a-bep seurt traoù : statuioù bras, statuioù bihan, taolennoù … Joel an hini eo en deus savet marc’h-du ar festival Tomahawk ! Interest-bras eo gant istor ar brezel pevarzek hag ar brezel diwezhañ ivez, ha neuze en deus savet ur seurt muse bihan a-dreñv e di, evit diskouez d’an dud ar pezh en deus kavet.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.