Kas ar pobloù bihan kuit evit diwall deus an natur

podkast

Daou rinoseroz indian er park naturel

Park naturel ar Chitawan (pe Chitwan) eo ar c’hoshañ park naturel e Nepal. Enskrivet eo bet war-c’horre listenn an UNESCO, ha kalz loened gouez a vez kavet ennañ. Met pa oa bet savet er bloavezh 1973 ‘oa bet kaset kuit an dud a oa o chom e-barzh. Ha bremañ c’hoazh ne vez ket graet ar c’hoñje dezho da zont en-dro. N’eus ket pell ‘oa bet embannet ur video gant ar ZSL (Zoo Londrez), da c’houlenn moneiz digant an dud evit sikour ar pobloù-se, kuit dezho da … zistrujañ ar park !


Pellgargañ ar gronikenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.