
Klaus Schulze gt Lisa Gerrard
Daou-ugent vloaz zo e oa mil-inervet yaouankiz Bro-Alamagn gant donedigezh ar rock hag al luskad hippi er vro. Koulz ar mennozhioù anarkour e oa ivez. Dre-se e oa bet ganet ur stil sonerezh nevez, krautrock e anv, en deus levezonet meur a strollad muzik a-vremañ. Met petra eo ar c’hrautrock ? Deomp da ziskoachañ ar c’hevrin-mañ o selaou strolladoù gwellañ ar stil a c’hell lakaat ho tivskouarn da nijal da vat !