
Kreiz an Douar
Staget omp gant un abadenn nevez hag a zo bet savet diwar levr Jules Verne “Voyage au centre de la Terre” (1864).
Ar profeser Otto Lindenbrock ‘neus kavet un tamm parchenn gozh. War-c’horre eo skrivet peseurt-mod ober evit mont da greiz an Douar. Mont a ra da islonkoù Islañd neuze, asambles gant e nizez Tunvezh hag an heñchour Hañs Bjelke.
Geriaoueg an abadenn :
dimeziñ da u.d.b. : se marier avec quelqu’un
un tamm parch(enn) : un bout de parchemin
ar bed dindan-zouar : le monde souterrain
sebeliañ : ensevelir
lugerniñ : briller
ul letern : une lanterne