Lañset eo staliañ ar 5G dre ar vro

O tiorreiñ emañ ar stourm enep ar 5G e bro C’hall. Gant pempet rummad teknologiezhioù ar pellgomzerezh, ar 5G, e c’hello Bugel-den ober a be seurt traoù nevez, dre ma c’hell treuskas an titouroù kalz buanoc’h eget ma ra ar pellgomzerioù a hiriv. Prometet vez e selvijo d’an otoioù emren, d’ober chiruji deus a-bell, da lakaat uzinoù da vont en dro dre o-unan, ha da genliammañ an objedoù an eil re gant ar re all.
N’eo ket an dekonoligezh nevez evit plijout d’an holl koulskoude. Aon ra kalzig da dud ‘zo zoken. Preget vo deus ar 5G en abadenn an Divskouarn o Nijal-mañ, deus sell unan hag a zo enep. Marc Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh Robin an Toennoù, ur gevredigezh hag a labour war al live broadel da deurel evezh deus efedoù ar frekañsennoù uhel pe izel.

Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.