Lezenn an aodoù, 30 bloaz goude

podkast1024px-Baie_d'AudierneLidet e vez 30 bloaz Lezenn an aodoù ar bloaz-mañ, bet lakaet e pleustr evit gwareziñ ar gweledva war bord ar mor. Aon o doa bet kannaded Bro-C’hall e 1986 neuze, e vefe golloet an aodoù a savadurioù penn da benn, dirak kresk an niver a diez savet er bloavezhioù 1970. Dibaoe ma ‘z eo bet lakaet e plas al lezenn, ne laosk ket hi an dud diseblant : barnet eo, deus un tu peogwir e vefe re laosk, ha deus an tu all peogwir e vefe re strizh. An tabut a zo bet adsavet gant Tunvezh Vloagen-Grandjean, hag a zo bet o tastum an alioù digant pep hini. Klevet vo en abadenn Lanig Donnard, mêr Prevel, ha Jean Kozh, eil mêr e kumun Kleden. Klevet vo ivez Youenn Vloagen, kuzulier war an endro e Kambr al Labour-Douar, difennour an douaroù a-enep d’ar sevel tier, ha Pol Kervareg, o labourat evit Renerezh an Endro e Kuzul Meur Penn-ar-Bed, hag a c’hello degas ur sell war orinoù al lezenn.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.