Lochennoù ekolo er gwez

Foto o skeudennaouiñ ar pennad, n’eo ket lochenn Padrig

E-kreiz Penn ar Bed, e-kichen Kastel Trevarez ez eus ul lec’h kuzh a dalv ar boan bezañ dizoloet. Un ti e doen soul a zo war vord un hent bihan war maezioù Sant Goadeg. E-barzh emañ Padrig ar Goarnig o chom, kizeller, stourmer, saver tiez ekolo, paotr e vil vicher ha mil vuhez. Abaoe penn kentañ ar miz emañ Sandra hag he mab o chom gantañ. Implijiadez gentañ kevredigezh Padrig eo, “Eskemm gwez bev” hec’h anv. Pal ar gevredigezh : sevel lochennoù er gwez ha dindan an douar evit tout an dud, da lâret eo, reoù baour (peurliesañ e koust un nozvezh en un ti a seurt-se ur c’hant euro bennak d’an nebeutañ), reoù nammet, reoù o defe c’hoant da gousket en ul lochenn e-pad ar goañv hag all. Ur raktres brav neuze, a zouj eus an endro, liesyezhek, padus, da zizoloiñ asambles gant Padrig ha Sandra !

http://cabanes.bioconstruction.bzh/

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.