Lulu, ur vuhez e Bro-Fouen

podkast

Lulu (Foto : Le Télégramme)

Mouezh Lucienne Moisan ‘peus bet klevet sur a-walc’h gant Radio Kerne dija, a-benn ‘oamp bet o pourmen ganti er C’hap-Kozh pe e koad Penfoulig un nebeut bloavezhioù ‘zo. Met Lulu, e-giz ‘vez leshañvet er vro, ‘deus ket bet digarez morse da safaret deomp deus he buhez. Ha koulskoude ‘zo ur bern traoù da lâret ! E brezhoneg ‘oa bet savet gant he zud, e-lec’h ar vugale all ne veze ken desket galleg dezho a-benn neuze. Hag atô eo bet troet deus an natur, ha setu warlerc’h ar skol ‘oa graet he soñj ganti da vont da heñchourez-natur … hag eo bet an hini gentañ er Frañs ! Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout asambles ganti e Fouen, e-lec’h m’emañ o chom evit ar wech.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.