“Ma bugale zo deus Douarnenez, n’int ket deus Pouldahu ‘ne’o”

podkast

Porzh Pouldahu e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900

Pouldahu a zo ur c’harter deus Douarnenez. Deus an tu all d’ar stêr emañ, war an hent a ya etramek Poullan. Met etre an daou vrezel ‘oa bet ur gomun hag ur barrez ! Dispartiet ‘oa bet deus Pouldregat er bloavezh 1919 ha staget oa bet deus Douarnenez d’ar 14 a viz-Even 1945. Ha cheñchet eo an traoù abaoe ! “Mor Pouldahu” zo dispariset, n’eus ket pesketour ebet ken ha ne chom ket kalz bagoù e porzh Pouldahu ken.

Henri Le Bars zo ganet e Pouldahu, e Brungwenn, e-kichenn chapel Sant-Wendal. Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout asambles gantañ, evit dezhañ kontañ deomp istor Pouldahu : ar reuz etre ar re wenn e Pouldregat ha republikaned Pouldahu gwechall, ar besketourien, ar foar …

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.