Leun a zanvezioù lous ha pistrius ‘vefe ar gwiskad simant hag asfalt bet lakaet war an hent bras etre Napoli ha Caserte, hervez stourmerien ar gevredigezh ekologel Legambiente. A bep tu d’an hent-se e kaver ivez tuchennouigoù goloet gant douar. Enne e kaver an holl loustoni ne vezer ket aotreet da ziskargañ e forzh pelec’h, met en diskargoù foran.