
Bourc’h Skrigneg
Mont a raimp da benn all Bro-Gerne hiziv ! Bet omp bet pedet da zont da dapañ merenn-vihan e ti Elise Jouannet e Kervoazoù, e parrez Skrigneg. Ur gamaradez dezhi, Jeannine Guyader a oa deuet ivez. Hag an div-mañ asambles o deus kalz traoù da gontañ avat ! Kaoz a oa bet deus an diferañs etre tud Skrigneg ha tud Treger, deus al labour gwechall, deus ar balioù, deus tud Bolazeg … a-bep seurt traoù tout !
Un abadenn gant Benjamin Bouard.