Metanizañ e Breizh

LOGO_3EIpodkastEfed ti-gwer, anavezout a rit ar gêrioù-se. Effet de serre e galleg flour evit komz diwar-benn mont-en-dro an tommder war an douar patatez-mañ. E-giz un ti-gwer eo aergelc’h an douar evidomp, trapañ a ra ul lodenn eus an tommder produet gant an heol hag ac’h adlamm war an douar ha gras da se e chom gouzañvus an temperadurioù war an douar. Pezh eo zo gazoù efed ti-gwer a ya da devaat an aergelc’h hag e trapont muioc’h a dommder. ‘Blam dezho e ya war dommaat an hin. E-touez ar gazoù efed ti-gwer emañ ar CO2, anvet mat ganeomp dre ma z’eo produet gant an industriezh vodern, ar c’hirri-tan, ar glaouerezh hag all. Met ur gaz all a zo gwasoc’h. 5 gwech warn-ugent gwasoc’h eget ar CO2. Ar metane an hini eo. Muioc’h mui anezhañ a zo ‘blam ma ‘vez produet gant ar saout hag a zo muioc’h mui anezho ivez war an douar. Kavet ‘vez e brammoù ha breugeudoù ar saout hag en o c’haoc’h ivez. Diskoulm ebet evit poent evit stourm a-enep saotradur brammoù ar saout met kavet ez eus bet un diskoulm evit adimplijout kaoc’h ar saout en un doare efedus ha doujus eus an endro, ar metanizañ. Emañ Marion Kerglonou o labourat evit un embregerezh anvet 3EI, Méthan’action. Kinniget ‘vez ganto savadurioù metanizañ evit al labourerien douar. Petra eo pal ar metanizañ ? Penaos e ya en-dro ? Pegement e koust ? Sur a-walc’h ne gredec’h ket selaouerien e oa posubl gouestlañ 3/4 eur abadenn da gaoc’h ar saout met amañ ‘maomp. Deomp de’i neuze !

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.