Milin zour Treouzien

Treouzien2podkastHiziv e yomp da zizoloiñ ur vilin gozh e Ploeneg. Asambles gant Jean Kere, perzh eus ar gevredigezh Cap sur les moulins. Ar gevredigezh-mañ a ra war-dro meilhoù Bro ar C’hap, hini Beuzeg : milin g/Keriolet hag hini Ploeneg, milin d/Treouzien. O paouez bezañ adnevezaet emañ meilh d/Treouzien ha digor eo d’an dud abaoe an 21 a viz Even. E-barzh e c’heller kompren mont en-dro ar vilin hag he rod a-blaen, ur sistem kozh deuet eus Bro Euskadi e-giz ‘vo displeget gant Jean Kere. Deomp neuze en un droiad peoc’hus gant trouz troioù ar rod ha red an dour.

Cap sur les moulins

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.