N’eus ket marc’h-mor ebet mui

podkast

Porzh ar Forest-Fouen goude ar brezel

Ar Forest-Fouen zo cheñchet kalz abaoe ar brezel. Div wech muioc’h a dud zo ‘chom er gomun evit ma oa gwechall, distrujet ‘zo bet ur bern parkeier evit sevel tier ha tachennoù-kamping, ha savet ‘zo bet ur pezh mell marina ivez, unan deus ar re vrasañ zo e Breizh. N’eus ket pesketour a-vicher ebet ken ha ne chom nemet un nebeut-tre a gêrioù.

Odile zo ganet er Forest-Fouen a-raok ar brezel, ha setu ‘deus gwelet an traoù o vont da cheñch bep un tammig. Soñj ‘deus mat-tre deus an aod amzer he yaouankiz ha deus al loened a veze kavet war vord ar mor. Kontañ a ra deomp deus al labourioù spontus a oa bet er bloavezhioù 1970 ivez, pa oa komañset da sevel ar porzh nevez. Asañtet ‘deus safaret deomp deus he familh ivez : he zud-kozh, he zad, he mamm hag he gwaz.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.