… hag al livañ !
Gant Glenn ha Lou !
Adkavet e vo ‘barzh an abadenn:
Bugale skol Diwan Paris (eh ya!) hag a gonto deomp un tamm eus istor peñse an titanik.
Sonerezh : Les VRP gant ur ganaouenn fentus… a gomz eus ur vag…
An abadenn Loenig Loen : Grafitioù loened a gaver e ker Roazhon, dizoloomp peseurt re gant Rozenn.
Ur gontadenn a vo klevet ivez : Istor Gireg, al livour bihan…
Hag ar rekipe : Desket e vo penaos fardañ genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta ivez !