
Familh Perennou
Bugaleaj Pêr Perennou e Tregeneg a-hed ar bloavezhioù 1930. Heuliañ a ra kentelioù e Skol Kentañ Derez Veur Pont-‘n-Abbad. N’eo ket bet ken anat-se evitañ bezañ kaset d’ar Skol Bublik. Bugel kentañ ar gumun voe Pêr da vont d’ar skol bublik goude 12 vloaz, hag an diviz-se en deus degaset kastizoù d’e vamm a-berzh tud tost eus an Iliz war ar barrez.