
Pompei
Anveout a rit Pompei ? D’ar 24 a viz Eost er bloavezh 79 ‘oa bet distrujet ar gêr-mañ gant ar Vezuv, un’ deus menezioù-tan brasañ ar vro. E-doug an XIXvet kantved ‘oa bet dizoloet al ludoù hag ar vein gant an arkeologourien hag ar giz-se eo deuet Pompei war-wel en-dro ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o visitañ ar gêr-mañ, hag ur bern a zo da welet ‘vat ! Deuit ganeomp !
Geriaoueg an abadenn :
an arbel = an armel = ar pres : l’armoire
digouezhiñ dres da … : convenir parfaitement à …
« spontus eo ! » : « c’est incroyable ! »
sebeliañ : ensevelir
ur gibell : un bassin
ur penton : une cuve
ur freskenn : une fresque
dizomaj : sans dommage
ur vozaikenn : une mosaïque
ar gegin = ar guzin
kolonennoù : des colonnes
maen-poñs : de la pierre ponce
disac’hañ : s’effondrer
ur pont-dour : un aqueduc
ar c’hanioù-dour : les conduites d’eau
platr : du plâtre