Porzh-mirdi Douarnenez (2)

PM-a-flotSavet eo bet porzh mirdi Douarnenez e 1993 goude bezañ bet mirdi ar vag ‘pad bloavezhioù. E porzh Rhu ker ar pennoù sardin ‘mañ bremañ hag e kinnig d’an dud gwelladenniñ bigi war vor ha diskouezadegoù en diabarzh. Betek miz Gouere eo digor ar mirdi bemdez ‘pad ar vakañsoù skol ha serret d’al Lun nemetken mod-all etre 10e ha 12e30 ha 2e gm ha 6e gm. Er mare-mañ e vez kinniget 3 diskouezadeg berrpad, unan diwar-benn an endalch’erioù, un all diwar-benn bigi sultanerezh Oman hag istor koñvers ar spisoù eno hag unan all diwar-benn micherourien Zanzibar. Mersi bras da Riwanon Kersale. Eil lodenn an abadenn eo.

Porzh-mirdi Douarnenez

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.