Un abadenn ispisial enrollet e fin ar bloavezh 2014 e Acteal er Chiapas gant Kadvael ha Jos, daou Vreizhad aet da veajiñ du-hont.
En darempred emaint gant ar gevredigezh Esperanza Chiapas, lañset nevez ‘zo ganti ar raktres da sevel ur radio kumuniezhel e yezh Tzotzil: Radio Abejas. Emaoc’h o vont da glevet an abadenn gentañ savet gantañ e brezhoneg. Kaoz a vo dreist-holl deus lazhadeg Acteal, c’hoarvezhet 18 vloaz ‘zo, d’an 22 a viz Kerzu 1997.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Céline Soun deus ar gevredigezh La Obra staliet e Douarnenez hag a labour ivez e Ixcan er Guatemala. Anavezout a ra mat Acteal ha stad an traoù du-hont.