RE BELL GANTI 7 a viz genver 2021

-Katell Chantreau, bez-prezidantez e Kumuniezh kumunioù Douarnenez he deus kinniget un nebeut deizioù zo, ur mosion a-enep da Amazon. Displegañ a ra deomp ar rak hag ar perak eus an enebiezh-se d’ar pikol stal norzh-amerikan.

-Ur gentel fonologiezh ouzhpenn gant Youenn Vloaguen

-Skrivagner ar sizhun: H.G. Wells, Brezel ar bedoù.

-Div vaouez yaouank a ro amzer, skiant-prenet hag energiezh evit aesaat ha sederaat degouezh ar revelezh e buhez ar grennarded, dezhe da c’houzout penaos en em zerc’hel da zoujañ d’ar re all, ha penaos nac’hañ traoù d’ar re all, ma n’eo ket o youl: kenasatiñ a reer eus ar reolenn veur-se. Heloise le Gwenn hag Angela Stefan a zo a-youl vat emc’houestlet el labour kaset gant ar Planning Familh

Pellgargañ

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.