Re Bell Ganti Gwener 19 a viz meurzh

-Szekler: ur inisiativ sitoaian e Roumania evit difenn ar minorelezhioù sevenadurel, en o zouez ar bobl Szekler. Gant Atilla Dabis.
-Ar gevredigezh Oligocyte zo bet krouet er vro da wellaat o buhez hag o frederioù d’an dud ha d’ar vugale skoet gant krign-bev an empenn. P’emaomp e-kreizh ‘Sizhunvezh an empenn’ e kasont ur garta ‘Gwirioù an dud klañv’ da ospitalioù ha klinikoù ar vro. Ur garta etrevroadel. Bernez Leon, prezidant Oligocyte, ouzh mikro Tunvezh Vloaguen-Grandjean.
-Ar Bed o Treiñ: ar yêr zo bet distummet en Antroposen. Mad-den o desu graet dezhe tevaat ha koll o jenoù yac’husañ evit gellet o debriñ buan hag a vras niver.
-Ali lenn ar sizhun: Pour l’amour du capitaine, Herve Hamon. Ur c’hinnig gant Per Mins-Pegailh.
-Keleier: Erwan Blanchard
-Ur poent war ar vanifestadeg bet kaset er sizhun baseet e Kemper evit ar brezhoneg haga ar gallo. Ur reportag gant Gwenvael Delanoe (Radio Kreiz Breizh)

Pellgargañ

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.