Re Bell Ganti Gwener 26 a viz meurzh

    © Jacinthe NGUYEN

    Mich Beyer a c’hellfe kaout ar Priz Frañs 3/ OPAB evit he romant faltazi ‘Anna Skolan’. Ur frapad komz diwar-benn ar Prizioù, diwar-benn an daou loread all, Kristian Bras hag Erwan Huppel, ha diwar-benn al lennegezh e brezhoneg ivez, anat.

    Peseurt plas zo d’ar brezhoneg e spered hag e buhez liseidi Diwan, disoc’hoù un enklask gant Katell Chantreau ha Gildas Grimault. Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe.

    Camille Argouarc’h, maouez yaouank o stourm war meur a dachenn a vo en abadenn ‘An divskouarn o nijal’ disul. Un tañva eus ar pezh he deus kontet da Kevin Chappe, bet stajiad gant Radio Kerne.

    Gantañ ez eus bet graet ur gronikenn, asambles gant ur stajiadez all, Tifenn Galinier, diwar-benn an ‘Urban Sketchers’, tresourien natur.

    Keleier gant Yuna Cojean

    Pellgargañ

    Leave a Reply

    Your email address will not be published. Required fields are marked *

    This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.