Re Bell Ganti, gwener 27 a viz du 2020

Hiziv e tesker hiroc’h war sezon Maouted Kemper, ar c’hlub Basket a-vicher, gant Roland Martot, unan eus o harperien niverus.
Mont a reer da zañsal ha da c’hoariñ e brezhoneg gant bugale vihan hag a vez diduet gant Vanessa Guillou, animatourez evit War ‘l Leur.
Sadorn a gollo he gwalennoù un dro bennaket. Met n’eo ket warc’hoazh e c’hoarvezo.
Un tañva eus an abadenn Deomp Dezhi ho po ivez: en dro-mañ e ouezo ar vugale hiroc’h war orin ar greun kafe, hag ar mod d’o frepariñ.

Pellgargañ

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.