Ar bezhin
un heuliadenn e 7 lodenn.
Lodenn 2
Redek war ar c’herreg : Fucus vesiculosus hag ar bezhin du.
Gant :
Lulu moezan, bet animatourez natur e bro Fouen ;
Joel Peoc’h, bet pesketer e Penmarc’h ;
Erwan ar Gall, enklasker-prezeger en IUEM.
Un heuliad abadennoù savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Geriaoueg ar bezhin du :
Fucus spiralis → bezhin med (Lulu)
Fucus vesiculosus → bezhin bosek (Joel), bezhin strak (Lulu), bezhin klogor (Erwan)
Ascophyllum nodosum → bezhin bosoù braz (Lulu), chiroun, koreoù (Joel)