Reun ar Bidon, eus Gwengat da Senegal

podkast

Afrique Occidentale & Equatoriale Française

Bet omp bet o welet Reun ar Bidon e Plañvour, e-kichenn an Oriant. Met Reun n’eo ket deus bro an Oriant anezhañ ! Ganet eo e Gwengat, etre Kemper ha Douarnenez. Hemañ a zo hir ha pinvidik e vuhez.

Pa oa-eñ yaouank ‘rae koursoù-velo amañ giz-mañ er vro. Goude-se ‘oa bet oc’h ober e amzer-servich e Senegal. Un toullad traoù ‘neus gwelet du-hont, krokodiled, naered bras-spontus. Anoudegezh en doa graet gant pobloù all. Desket en doa safaret wolof un tammig bihan memes ! Hag ur c’hazh en doa drebet eno ivez ! Met fall ‘oa ar jeu d’ar mare-se, ar Frañsijen a oa krog d’en em gannañ er Rio del Oro. A-benn ‘oa deuet d’ar vro en-dro en doa graet micherioù a-bep seurt, a-raok dont da Blañvour da chom.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.