Robert en Amerik

podkast

Robert Salaün

Robert Salaün zo ganet e Sant-Hern, met er bloavezh 1960 ‘noa lakaet en e soñj divroañ ha mont d’an Amerik, e-giz ur bern Bretoned all d’ar mare-se. Bet eo bet o chom e New-York e-pad nav vloaz, hag eno eo bet o labourat en ur restaorant bras, La Crémaillère. Anveet ‘neus un toullad komedianed ha kanerien vrudet, evel Burt Lancaster, Franck Sinatra, Dean Martin hag ar re Gennedy ivez. Dalc’het ‘neus mat-tre deus an devezh pa oa bet lazhet ar prezidant Kennedy e Dallas ivez. Benjamin zo bet o welet anezhañ er Yun, e-lec’h m’emañ o chom bremañ.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.