
Roudig ar sant iliz Koñforzh-Meilar
N’eo ket achu al labourioù e chapel Kilinenn (Landrevarzeg) ! Ur bern traoù a zo da gempenn c’hoazh hag ar bloaz-mañ eo komañset komite ar chapel da glask adsevel roudig ar sant a oa en enni gwechall. Ur foto bet tapet e 1903 a zo bet adkavet ha war he c’horre ‘weler mat ur roudig gozh. Tres ar roudig ha toull an ahel a zo bet diskoachet ivez war-c’horre ur voger. Daniel Kernalegenn a anvez mat ar chapel-mañ, hag ober a ra parti deus ar c’homite ivez : se zo kaoz eo bet Benjamin Bouard oc’h en em gavet asambles gantañ e Kilinenn.
Un abadenn gant Benjamin Bouard.
Mont a ra, trugarez evit ho frogramoù dedennus-tre !
Gallout a ran goulenn ganeoc’h petra zo ar strollad a vez klevet tro 28 min en enrolladenn ?
A galon
Mersi bras deoc’h 😉
“E Park Finn” ‘ni eo gant Dom Duff !
Ken ar c’hentañ,
Benjamin Bouard