Saotradur aer Breizh

podkastsaotradurE 2012 ec’h embanne an OMS, Aozadur bedel ar yec’hed, sifroù spontus. 7 milion a dud a varv bep bloaz ‘blam da saotradur an aer, en o zouez 600 000 bugel dindan 5 bloaz. Tapet mat eo ar c’hevandir azian pa ‘vez bep goañv etre miz Kerzu ha miz Ebrel ur goumoulenn boultrenn rousdu 3 000 metr tev war ur gorread ken ledan hag hini ar Stadoù Unanet en o fezh. Ha n’eo ket nemet an aer er maez a zo kaoz ar c’hleñvedoù hag ar marv, ouzhpenn un hanterenn eus ar 7 milion a varvioù-mañ a zo ‘blam da galite fall an aer en tiez, ha d’an doare da dommañ an ti. E Bro C’hall en deus embannet ar Sened un danevell war koust saotradur an aer (dispignoù yec’hed, ezvesañs el labour, ha koustoù all), saotradur an aer hervezh ar Sened a goust neuze da nebeutañ 100 miliard a eurioù bep bloaz. Hag e 2016 eo bet jedet e oa saotradur an aer kaoz da 48 000 marv bep bloaz. Orin ul lodenn vras eus ar saotradur-mañ en europa a zo da vat an tanioù siminal, an tanioù labour-douar hag an tanioù jardin. Daoust ma z’int reolenniet pe difennet int unan eus ar c’hudennoù brasañ evit kalite an aer. Deuet eo neuze Annaig Rouxel, ijinourez a grou siloù evit tapout c’hwezh fall an aer ha biologourez, da goazeal diwar-benn kalite an aer e Breizh.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.