Sellet ouzh ar bed eus an uhel

podkastechasses-cirqueE Douarnenez e kaver strollet krennarded liesorin. Lod a oa bugale eus Diwan, brezhonegerien anezhe neuze, hag ar re all o doa graet ar veaj eus Bro Alamagn pe eus an Itali evit heuliañ ur staj “teatr war skasoù ha sirk” kinniget gant ar strollad La Obra, en e benn Céline Soun, he deus bet bevet un nebeut bloavezhioù e Amerika Latina. Eno he deus kemeret perzh e meur a raktres da ginnig atalieroù sevenadurel d’ar vugale. Deuet eo en-dro er vro ha dre ar “sokio-teatr” pleustret gant ar strollad La Obra e talc’h da ziskouez d’ar yaouankizoù penaos digeriñ o spered war ar bed holl ha war an arzoù. Setu penaos eo diwanet en he spered aozañ “la Comparsa” amañ er vro. Bet eo Laëtitia o vevañ ur mintinvezh gante, ha plijadur zo bet.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.