An abadenn Deomp dezhi a gendalc’h e-pad an hañv !
Bevet hon eus an amzer c’hor hag ar glav, dreist-holl en Erer Kozh ! Bep bloaz e vez deus an darvoud bras-mañ e Karaez. Digoret eo bet ar festival gant Bagad Karaez just a-walc’h hag aet omp e darempred gant daou soner a-feson, barrek ha yaouank !
Er gronikenn Loenig Loen e vo dizoloet an evn mojennel, ar feniks ! Hag ar bobl Hereros er gronikenn 100 pobl & 100 giz !

Maouezed Herero
Evit echuiñ brav e vo kontet gant Sten Charbonneau ar gontadenn Ar gazeg hud !
Plijadur vo !