Studio Ar Miller Beuzeg

 

DNZ_1112044156.jpg

Tristan ha Charlie er studio “régie”

Peseurt liamm a zo etre Bobby & Sue, Rasta Bigoud, FDB, Clément Abraham 4tet, Skol Divyezheg Fañch Gwilhou Douarnenez, The Red Goes Black, Dizzy Town Blues pe c’hoazh ar fañfarioù Reuz Bonbon ha Savato?

Implij a reont, pe tro o deus bet da ober, ar “Studio du Millet” e Beuzeg-ar-C’hab evit pleustriñ pe enrollañ pladennoù. Ar gevredigezh “Penn Ar Dub” hag a ra war-dro al lec’h a zo bet krouet e 2002, enni kevredigezhioù ha strolladoù deus ar vro bodet evit sevel an ostilh-mañ.

Tristan Gourlaouen ha Charlie Robial, teknikourien sot gant ar son, a labour e bed ar sonerezh ouzhpenn pemzek vloaz zo. Degemer hag aliañ a reont ar sonerien a ya da labourat du-hont.

En o-zouez Jean Floc’h, paotr an akordeoñs…

http://www.studiodumillet.com

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.