40 vloaz stourm Plougoñ #1

podkast

Darn kentañ an heuliad abadennoù war stourm Plougoñ !

D’an 30 a viz Genver 1980 e oa bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Maread kreñvañ ur stourm deuet da vezañ mojennel, enep an nukleel, enep ar raktresoù braz, enep kreizenniñ an divizoù politikel e Paris. Ar bloaz-mañ neuze e lidomp 40 vloaz ur stourm deuet da vezañ mojennel.

Penaos eo deuet tud Plougoñ da vezañ trec’h deus ur gouarnamant hag e arme ? Peseurt abegoù, lies anezho, a voe gant pep hini evit nac’hañ ar pezh a voe tonket dezho ? Peseurt ijin o eus bet evit en em dennañ ? Piv voent ? Ha petra o c’hoarvezet dezho ur wezh dilezet ar raktres kreizenn ? Lod deus an dud bet bevet ar stourm o deus dalc’het soñj.

En abadenn gentañ-mañ e vo preget deus bloavezhioù kentañ ar stourm, etre 1974 ha 1979, gant pemp den bet kemeret perzh er stourm, war ur maread hir pe hiroc’h, met holl gant kement a dan enno : Yann Moalig, Fañch an Henañ, Elisabeth Kolin, Pêr-Vari Kerloc’h ha Korantin Peoc’h.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean

Trump kadoriet, sell un amerikan

D’an 20 a viz Genver ‘vo kadoriet Donald Trump, prezident nevez ar Stadoù Unanet. Ur souezhadenn bolitik ouzhpenn eo goude Brexit ar Rouantelezh Unanet. Wayne Mockerman, amerikan ‘neus bet botet evit Clinton, zo bet aterset gant Morgane diwar-benn e brezidant nevez, ar manifestadegoù e kêrioù bras ar Stadoù Unanet a-enep da Drump ha dibaboù politik kentañ ar businessman.