The Roof – Origines : lec’h sevenadurel da grapañ ha da evañ ur banne e Roazhon

podkast

Julien Mignot

Evit tri bloaz eo teuf Hostel Doue Roazhon da vezañ ul lec’h sevenadurel dibadus. Ar savadurioù kozh, dilezet dibaoe bloavezhioù, a zegemero tud da zebriñ, da grapat, d’ober yoga, pe c’hoazh da broduiñ ha da evañ bier.

Savet e 1858,e voe bet an Hostel-Doue ospital pennañ Roazhon a-raok ma vefe kaset tamm ha tamm an holl selvijoù da Bontchaillou. Chomet eo dilezet ar savadurioù braz, brav tre lod deuhouto, ha lec’hiet tost tre deus kreiz kêr. N’eus ket pell ‘zo, e 2017, eo bet gwerzet ar savadurioù gant an ospital (CHU) d’an EFPB, an ti da verañ an douaroù e Breizh (Etablissement Foncier Public de Bretagne). Gant ar wask a zo war ar marc’had zo bet kavet buan un implij dezho gant an EFPB. Renket e vo an 30 000 metrad karrez gant an embregerezh Linkcity, dalc’het gant Bouygues, evit mont d’ober ur c’harter kenwerzhiel deus ar giz.

Da c’hortoz, e kerzh an tri bloaz da zont, e vo degemeret Mod All eno, un emberegezh vihan gant ar pal kinnig oberezioù sevenadurel digoust. Ar raktres, bet savet gant ur strollad tud yaouank, a vesk meur a implij : kraperezh, yoga, shiatsu, ostaleri, ti-boued ha mikro-breserezh.

Olivier Lhopiteau, hag a ra war dro ar salioù skrapañ, a zispleg penaos eo ganet ar raktres deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.