
Martina Díaz Pérez ha Tifenn Linéatte (Foto : Radio Laser)
Tost daou vloaz ‘zo bremañ ‘vez gwelet ar gomedianez Tifenn Linéatte ingal a-walc’h war leurennoù ar vro, asambles gant he c’hamaradez Martina Díaz Pérez, evit ar pezh-c’hoari “Kakaw”, produet gant La Obra. An diw-mañ a gas an dud da veajiñ e bro ar pobloù maya, bro ar c’hakao ! Met pell ‘zo n’eo ket ken un evaj sakr evit ar re vaya … En em gavet eo an Europeaned ha kemeret eo bet an douaroù ganto evit gwerzañ ar c’hakao deomp !
Ha n’eus ket pell eo krog Tifenn Linéatte e-barzh al labour en-dro ivez, evit sevel ur pezh-c’hoari all a zo e anv “Ar Roueed Poubelenn”. Hennezh a gonto deomp istor daou furlukin hag a zo eürus ken-ha-ken o welet pegen fall emañ ar jeu war an tamm douar-mañ.
Un abadenn gant Benjamin Bouard.