Tredan glas marc’hadmat Portugal

Priz ar megawattheure (MWh) a zo digresket a galz e Portugal, betek treiñ da rekord e istor priz an tredan eno. Koust a raio bremañ unnek euro pevarzek. Setu ur c’heloù mat evit ar Bortugaliz. Neblec’h er bed e vo ken izel priz an tredan. Marc’hataet eo bet ar priz-se gant produerien lakaet war renk da gaout takadoù da staliañ o c’hreizennoù heol. Galvet ‘oa ar broduerien tredan d’ober kinnigoù d’ar gouarnamant.
Ar greizenn prometaet ‘vo savet etre Albufeira ha Vilamoura, en Algarve, e Su Portugal.
Efedus eo bet er fin lakaat an holl broduerien d’ober o c’hinnigoù war un dro: kontrol d’ur gwerzh sav-taol eo bet!
An taol-kaer-se a laka ar vro da vont eeunoc’h c’hoazh gant hent an energiezhoù padus: a-benn 2030 ‘vo asuret 80% eus ar produiñ tredan er mod-se.

Pellgargañ

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.