Da geñver Gouel Breizh, bet lidet e-pad ur sizhun – etre an 18 hag an 24 a viz mae, e oa bet kinniget un tañva d’ar yezh brezhoneg d’ar re vihan e Bruz, ur gummun e-kichen Roazhon.
Kanañ, kontañ istorioù ha rimadelloù, setu penaos e tizoloiont ar vugale hag o c’herent ar brezhoneg !
Kaset en-dro gant ar gevredigezh Divskouarn hag a glask brudañ ha kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata.
Evit gouzout hiroc’h : www.divskouarn.fr