Ur breton yaouank e bro Mao (1/2)

podkast

Mao Zedong

Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 ‘oa graet e soñj gantañ da vont d’ar Chin da labourat. Anvet ‘oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d’un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc’h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze ‘oa c’hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv ‘oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset ‘oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c’hultur ‘oa war he fin. Daou vloaz ‘oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d’ar vro en-dro.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.