Urzh an Templ

podkast

Ur manac’h-ruz

Studio Radio Kerne a zo bet savet war-c’horre ur chapel gozh. Ya, gwir eo ! Hag gant ar venec’h-ruz eo bet savet ouzhpenn ! Hag an dra-mañ en deus roet c’hoant d’an daou gamarad, Tunvezh ha Benjamin, da vont d’ober anaoudegezh ganto. Mont a rimp da veajiñ en amzer neuze, da vare ar C’hroaziadegoù, er bloavezh 1183. Deuit ganeomp ‘ta !


Pellgargañ an abadenn

Geriaoueg an abadenn :

paotred an templ = ar venec’h-ruz = ar venec’h-pik = an demplourien : les Templiers
ar baoter = ar baotred
Urzh an Templ : l’Ordre du Temple
un tuyoz : un tuyau
ul labourer gros : un mauvais travailleur / un travailleur imprécis
al leur-zi simen : le sol en ciment
ur masoner : un maçon
a-blom : à la verticale
a-blaen : horizontal
ober trouz da u.d.b. : engueuler quelqu’un
ur gleuzenn : une cavité
ar belerined : les pélerins
ar C’hroziadegoù : les Croisades
bez Jesus-Krist : la tombe de Jésus-Christ
ur rouantelezh : un royaume
mont e pelerinaj = pelerinañ : faire un pèlerinage
ur gomandiri : une commanderie
sier lien-rous : des sacs en toile de jute
burell : de la bure
stouiñ : baisser la tête
bezañ nobl : être de la noblesse
Ar Sarasined : les Infidèles / les Sarrasins
ar varc’hegien : les chevaliers
ober gouestloù ar venec’h : faire les vœux monastiques
gouestlañ d’ar baourentez : faire vœu de pauvreté
ar chomachoù : les communs
ar chabistr : le chapitre (evit ar venec’h)
ar berjeoù  = ar gwerjezioù : les vergers
ur c’houldri : un pigeonnier
an Dek Gourc’hemenn : les Dix Commandements
« ne oa ket ken sañsupl ha se » : « ce n’était pas si grave que ça »
ar gousperoù : les vêpres (prière du soir)
an oferenn : la messe
ar c’homplidoù : les complies (dernière prière du jour)
an teñzorour : le trésorier
gouestlañ e vadoù da u.d.b. : gager ses biens à quelqu’un
gwarañchoù : des garanties
an akta noteriet : l’acte notarié
un amant : une amende
un truk : une arnaque / un mauvais tour
fiziañ e arc’hant e-barzh u.d.b. : confier son argent à quelqu’un
lakaat sich war : assiéger
un tantad-tan : un bûcher

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.