Wayne Mockerman bet oc’h ober brezel Irak 1/2

An abadenn-mañ zo lodenn gentañ hon emgav gant Wayne Mockerman.

IrakAn amerikan ha brezhoneger Wayne Mockerman a gont deomp e arnod e Bro Irak e-pad ar brezel. Engouestlet e arme ar Stadoù-Unanet eo bet, kaset e vimp da bro Irakiz, dindan ar bombezennoù met ivez o vont e darempred gant tud eus ar vro.

Er memes koulz e vez diskouezhet er salioù sinema film nevez Clint Eastwood, American Sniper. Diwar al levr “American Sniper : The Autobiography of the Most Lethal Sniper in U.S. Military History” eo bet sevenet istor gwir Chris Kyle, ur sniper amerikan lazhaet 255 a dud gantañ. Bradley Cooper a c’hoari Kyle ha Sienna Miller e gwreg Tayaar.
American SniperChris Kyle zo ur c’hampion rodeo o vevañ en Texas. Goude gwalldaolioù kannatioù amerikan e Afrika ar 7 a viz eost 1998, dibabet en deus en em engajiñ e fosoù armed ar Stadoù-Unanet. Deuet da vezañ sniper e vo kaset da vro Irak. Ken donezonet eo evit tennañ en deus saveteet kalz a soudarded amerikan hag eo bet graet anezhañ “Ar vojenn”.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.