An abadenn-mañ zo eil lodenn hon emgav gant Wayne Mockerman.
An amerikan ha brezhoneger Wayne Mockerman a gont deomp e arnod e Bro Irak e-pad ar brezel. Engouestlet e arme ar Stadoù-Unanet eo bet hag e kaso ac’hanomp e bro an Irakiz, dindan ar bombezennoù met ivez o vont e darempred gant tud eus ar vro.
Distroet er gêr d’ober e studioù e tizoloio Breizh, e sevenadur hag e yezh.
Ganet e Michigan en ur geriadenn vihan ha desavet barz un ti feurm n’en doa ket Wayne trawalc’h a arc’hant evit mont er skol-veur. Divizout a raio mont en arme evit gelet ober studioù da c’houde. Goude bezañ bet chomet e bro Alamagn e vo kaset da vro Irak goude gwalldaolioù ar World Trade Center hag e penn-kentañ ar brezel gant ar Stadoù-Unaned.
Rakspier oa Wayne Mockerman en amzer-se…