Ya! niverel

podkastyaDibaoe 11 vloaz bremañ ez eus deus ar gazetenn Ya!. Ur gazetenn sizhuniek, 12 pajennad bennak oc’h ober anezhañ, e brezhoneg penn-da-benn. Klask a ra ti embann Keit Vimp Bev diorren ar gazetenn ingal ha tizhout an dud dre zoareoù nevez ha deus ar c’houlz. Ul lec’hienn internet a zo bet krouet un nebeud bloazvezhioù ‘zo, « yabzh » e anv, a-benn brudañ pennadoù ar gazetenn ha bremañ e vez kinniget ivez ur c’houmanant niverel. Daou euro hanter ar c’houmanant niverel miziek evit Ya!, deomp da c’houzout hiroc’h gant Angelina Beauvir deus an ti-embann Keit Vimp Bev e Laz, ouzh mikro Katell Uguen.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.