Selaou selloù

podkastBez ez eus ul lennegezh e brezhoneg. Dizoloit an testennoù pe grit anaoudegezh en-dro ganto war gwagennoù Radio Kerne. Romantoù pe danevelloù a-bezh lennet deomp gant brezhonegerien ampart. Peadra da Yann selaouer da gaout e blijadur. Plijadur ar gerioù, pinvidigezh ar yezh ha birvilh ijin skrivagnerien ar vro. A dammoù e vo kinniget deoc’h ar levrioù-se, bemdez eus al lun d’ar gwener e-pad an abadenn vintin pe goude merenn da 4e25 ha da 6e55. N’eo ket an tammoù berr a vo podkastet amañ met lodennoù hirroc’h eus an testennoù, deoc’h c’hwi da gellet prenañ al levrioù ha selaou an testennoù war un dro. Flouret an divskouarn hag an daoulagad gant Selaou selloù.
Ha mard oc’h dedennet da zont da lenn dirak hor mikroioù… Digemer mat ! Memestra mod, ma sonjit en un destenn a vefe bet laosket a-gostez ganeomp hag ho pefe c’hoant klevet, kasit ur gemennadenn deomp.

Comments are closed.